Ker(ev)iow, toenn er c'harr-ti ha plantennow en henchow hag er prajow

Hudu e lakan on enregistremeñt gant J-K. zo a orin Bothoa, gret ha trañskrivet ganin-mé gant sikour Jean-Yves Plourin, mersi laran dehan. Michañs blijo dac'h-hwi !




Er saout...euh...e vije er muioc’h ma c’hallent ba ‘r c’hraou kwa.

Med neuhenn, vije ket moyen gantañ o’r kemend a deil vit er re-ell, neuhenn ?

Ah, muioc’h a deil a rae! Med bon, re-ell pe choment ba ‘r park...bon ! Or bern...pell muioc’h labour vije hein ! Kar, ret vije reiñ bouet dê ba ‘r c’hraou ! Ba d’er c’houls-se vije...ben vije serret del-kol ha traou, donc vije ‘n del-kol de serras, troc’ho melchen.

Groet de veure ! N’é ket ?

Ya, ha ya ! En hañi rae mat normalament oe sanset de dapo or c’harrat melchen war (‘r) gliz kwa !

Ya, war (r) gliz !

War (‘r) gliz !

Ya, kalz a re-goz a zo plijet de gonto se, pese-mot vize groet se de veure de poent er 1c’hliz, de vont de…de droc’ho 2er melchen !

Ha ba ya !

Vit kass nê d’er c’hezeg goude !

Ha ba ya ! Ba...gis-se er melchen c’hoeñve ket ! Hag e chome vresk ha giz-se vije ret troc’ho nan war (‘r) gliz. Med nimp, memes pe oemp kanfarted, pe oemp komañset d(e) (v)ont de festow-noz ha traow vechow eh-emp (de) dapo...troc’ho er c’harrad melchen de…

De veure ?!

Fote ket bout saved, (e) fote bout saved rok kreiste hein !

De c’hwec’h eur ?

Nann, nann, bon, med nimp dape marse sa eiz eur, nav eur, med chomemp ket de gousket beket kreistei hein ! Bomen ‘r re-yaouank choma (de) gousket beket kreistei ! Nimp chomemp ke(t) de gousket beket kreistei hein ! Ba... ‘r melchen vije gwelloc'h de, de...pe vije tapet war ‘r gliz kwa ! Goeñve ket ha chom...chom e rae freskoc’h kwa !

Ya !

Ba ti me dad-koz vi’e laket or blantenn de...mars(en) peut ket gwel’t biskoaz ! Céradelle !

Welan ket !

Nann ?

Nann ! Oh se vi’e laket pell zo ! Mé meus gwel’t...Amañ amañ ma p’s hoant mehe disk(e)yet dac’h kar zo on tamm. Amañ e vounta tammow ba ‘r bord…

Ya ?

Ya.

Peter é se neuhenn ?

Céradelle ? Ben…oh kal(z)...se zo bet laket kalz ba ‘r vro...med en heñi anava er blant, war bord en henchow vez gwel’t...tammow. Med se...wa(r) lerc’h oe daet er melchen glas kwa ! Eñ rente pell muioc’h ha bra d(e) droc’ho ! Brawoc’h oe d(e) droc’ho ! Parceque céradelle e...blade on tamm aheñ…

Ah ya ?

Med mat d’el loñed hein !

En dra-se zo on doere...melchen ?

Euh, n’é ket !

Nann ?

Or blant euh...ispisial é !

Ah ya !

Céradelle é. Nimp lara Céradelle med in gallek ma Céradelle é ! Pujur emañ bet gwel’t wa(r)...wa(r)...pe vije en traow vit er PAC ahe, er PAC ahe, oe droet de lakat...hado serten plantennow pe losken in jachère, hag er Céradelle oe droat d’o’r !

Ok !

Med se...se vez ket gwelet...se se se...din (de c’houd) vez ket laket Céradelle kin, d’em zoñj hein ! Mé zo bet éh fessat er zaout wa...wa...wa céradelle hein.

Ha dalc’het peus zoñj deus en anoiow...er 3blantennow vez kowed...oeroñ ket...ba, war vord en henchow pe... ?

Dern deuse, ya !

Ya !

En heñi vez gwel’t alies boped é burlu !

Burlu ! Ya...zo la…

Bou(d) oa re gwenn pe re ru !

Ya !

[4???] Peter vez gret deus se ? N’é ket clochettes é eu(e)...hiroc’h, hiroc’h ! Hir-mat on tamm aheñ !

Ya ya ya ! Se zo digitale n’é ket ?

Ya, voilà in gallek, ya. Burlu. Ba’n henchow don, gwejall, vije or blant...se vez gwel’t ba’n henchow don, se vije [4hoant] ha krampouz-koukou vije gret de(u)se !

Ya, kampouz-koukou, ha ya !

Med se oa mat de debiñ !

Ya, ya ya !

Petrement treñchen, treñchen-logod vez lar’d euh...peter vez gret ganti...l’oseille ! Treñchen-logod ! Nimp pe oemp yaouank, er re-goz oe (eh) chiket gant (r)-eñs! Ha nimp pe oemp bugel gou(d) walc’h remp o’r chik gant treñchen-logod ! Kem’d a dreñz euh, lined...

Ya, linad !

Linad, raden…

Raden…

Peter vije hoas, meus ket joñj kin ! Kalz a blantennow oe gwejall vije gwel’t vent ket gwel’t kin, memes ba prajow vije re a dae hir meus ket joñj peter vije gret deus (r)-eñs. On dra vije inpliet kalz vije ba ‘r prajeier enfin war bord en dour : en hesk !

En hesk ?

Ya, 5carex ! Ya gwechall vije ket, oe ket...gwechall oe ket...oe ket hangariow ha traow, logeris vel zo bomen, vije groet er berniow plouz ha berniow voenn ba porz. D’er c’houls-se deja oe ket...er voen vije in vrac kwa, oe ket memes er botellow na mann, vi’e charreet er voen in vrac kuit...kuit de vout ereet kwa. Hag, vije gret er bern, ha wa(r)-lerc’h vije laket ma vije voenn valloc’h ba’r prad benn-neu(he)ñ vije laket wa(r)-lein ha war...vit dizoc’h neuheñ vije laket on tamm hesk.

Wa(r)-lein tout ?

Wa(r)-lein tout, ya !

Kuit d’er gla de dont barz, neuhenn ?

Ya ! Ha vit dec’hen en hesk vije gret...vije laket...nimp rae se « ke(v)riow » vije gret deu(s) se ! Hag...er bern vije gis-se…

Ya !

En hesk vije laket amañ kwa ! Pas...pas diridek ba i botow, d’er sens oe de...hag...vije lakat en hesk wa(r)-lein, ha vije komañsset vel en toerien kwa, komañs rec’h en troad amañ, hag wa(r)-lerc’h...ha dizoc’h, hag...onon tort vit dec’hen, dec’hen en hesk beta...ma vez gret diwar-lein...nimp rae d(eus) se ke(v)riow...gant koad. Fin nimp rae ke(v)riow deus se, vije laket daou 6bot koad penn-(d)eus-penn. Ma peus or pez koed vije laket en heñi munut azeñ, en daou penn-(d)eus-penn, de diskenn wa(r) ‘r bern, ha tre... par exemple vije laket bop daou vetr, gis-se vije laket, hag ‘n trede vije laket, re-all, de dec’hen en hesk.

Oeroñ ket ma meus gwel’t se dija, or vech. N’on ket goll sur hein !

Oh n’é ket sur, pell zo vez ket gret se ka(r) wa(r)-lerc’h oe daet...per vez gret deus se...bachow plastique kwa !

Ba ya, bachow plastique.

D’er c’houls-se vije laket hesk ! Amzer fote d’o’r med en dour n’h-ee ket ba bern hein !

Nann nann ! Nann nann !

Med se oe labour e oe mont de droc’ho en hesk. Bon wa(r)-lerc’h vije ret lakat nê wa(r)-lein er bern, onon vije ret dañ…

Hag en hesk zo ledan i...deliennow ?

Ha n’é ket !

Nann ?

Peus ket gwel’t se james ?

Ba, n’on ket goll sur de welet mat !

Ben, en hesk, vez...en général vez or bochat gis-señ hag er foeltrad-lañ del wa(r)ne partout. Boun(to) (r)a ba lerc’h vez dour. I deil kosi-walc’h...walc’h...oh n’é ket deilow, n’é ket deliow goll...goll ledan gis-señ neuseñ, med kosi-walc’h...troc’ha ba ‘r bordiow. Med on deilenn plad é, ha hir kwa !

Ha hir !

Marsen ra...

Ha mat ! Gwel’t e ran !

...ra ket or metr mahat, med per-ugent centimetr.

Nann, med ya ya ! Ha se ra vel bodow pe greska, ya, te a-walc’h !

Ha n’é ket bodow, bochadow vez lar’t !

Bochadow, bochadow !

Bod...bod...or bod zo onon ! Hemañ é or bochad kwa.

Or bochad !

Nimp anave se kwa, se oe sakre labour, mont de droc’ho ‘r re-he. Mé meus joñj lem...lem eh-ee me zad de glask, se oe ba lost er prad kwa ! Vije ret dougo nê war ho kein hein ! N’h-ec’h ket gant en trakteur beta...oe ket moyen d(e) (v)ont. Donc vi’e ret dac’h dougo nê wa(r)…wa(r) o kein beta ‘r c’harr. Er c’harr vije (de) losko war ‘r c’halet ! Digass de gêr, laket nê war or bern ! Oh hend-all, bou(d) (o)e re a vechow lake brènn kwa, du jonc kwa, brènn.

Brènn ?

Brènn, ya. Er brènn zo mat eue, hein ! Met er brènn zo rond kwa !

N’harza ket kemend-se en dewr de vont barz, gé ?

Nann, med...nann nann, pas kemend-se med...med ba ‘r c’houls-se, mé meu(s) bet gwel’t ba ti me dad koz pe vije...stank vije gret ma vije or c’harr-ti mettons ba amañ, on ti amañ, barz amañ vije gret o’...on espress karr-ti ma peus hoant, in...in appenti vel vez lar’d in gallek kwa. Ha stank war re-eñs vije laket, vije laket, fin treujat ha traow a-ba sans...vije lakat plouz, pe pas...pas plouz, radenn en général, ha vije, ha vije laket hesk...hesk warne bop bla. Ha vit o’r, harza n’ dour d(e) (v)ont...d’ober...kar hend-all gou(d) (o)aret veh’...ve’...ve’ or roudenn amañ, harz en dour vije troc’het montat. Peus ket be(t) gwel’t se ? Gant en tranch ?

Welan ket, nann !

Euh…vije...lerc’h...par exemple ba or roz, pe on dra mnaket, gant ‘n tranch bras troc’hec’h...troc’hec’h pejow douar ma peus hoent, rond gis-se, ha eh lakec’h nan wa(r) ‘n tu vall ba amañ. Pe... vi’e gret deus se...de se n’é ket des mottes, des mottes zo gis-señ, met...or pejat ledan mat, in kroc’hen ma peus hoant !

Med meus ket komprennet : in peter ?

Ba...ba or roz par exemple...le(c’h) vez kow(ed) yeot ha traow kwa ! Kaout er gwriow a derc’he en douar ! Er gwriow hag en douar !

Ya ya ya ! Motennow !

Motennow ma peus hoant, ya ! Med vije laket war i war i...en douar wa(r)-lein hag en deil ba, ba...

Ha ya !

Gis-señ...

En douar wa(r)-lein ?

Ba gis-se voute ket kwa ! Er gwriow delc’he en douar, ha med bon...ha oeroñ ket ma vije chenchet bep bla, pe bop...’r vech en amzer vije chañchet. (Po)trement eh-ae en dour ba...ba’n di...ba amañ kwa !

Ba ya, ya ya ya, war ‘r vogeriow ha tout !

Bomen gou(d) (o)arét en toerien laka zink ma peus hoant ! Bromañ ma pell esso(c’h) d’o’r met ba c’houls-se vije laket… Ha se delc’he...delc’he en hesk wa(r)-lein amañ...azeñ ! Gwejell en dud laboure gant pez e oe kwa !

Vize ket kowed zink ba ‘r parkow hein !

Nann nann nann ! Nann, hag euh… mahat...

Gerz’ e rae !

...de brino vehe bet kér mahat ! En dud oare o’r se ha giz-se vije lakat hesk wa(r) lein, lakat en hesk vresk wa(r) lein dec’hen...harzo ‘n dour d(e) (v)ont barz !

Ha mein glas vize wa(r) ‘n toennow ?

Ya, wa(r) ‘n tier med pez vi’e gret vechow vi’e gret on tamm loj de serres er c’harr pe on dra mnaket…

Ya, ahe vize ket laket é !

Ben, nann pas alies, nann.

Nann, nann.

(Pe) vije er c’harr-ti kwa !

Er c’harr-ti ya !

Ti er c’harr kwa ! Re-eñs vijent ket, en général, vije ket mein glas warne petrament, bon, en dud oent ket pinvidik vel (e)ma bromañ !

Ba nann, nann nann !









1Nom vanko ran : « Poent er gliz »
2Nom vanko ran kar laret vez « droc’ho melchen »
3Nom vanko ran : « er plantennow »
4N’é ket bet komprennet ganin.
5Sur-walc’h ema « la laîche » en hañi é ema-eñ éh konto deuseï.
6Daoust ha nom vanka ahe ? « Or bot – daou vot »


Commentaires