Gall e rae en dud mont pelloc’h !

Dre digouez on bet nom gowet gant on A., on dén ansien deus Tremargat, keit e oen-mé ih ober on droiad war dred : digouet on ba porz hi zi a-greiz tout nor vont mêz deus or vinojenn hag er gaos zo bet lanset in brezeneg duchtu intrezomp. Trañskrivet en traow ganin-mé gant sikour Jean-Yves Plourin en-neus o hadlennet ha divanket, mersi laran dehan. Michañs blijo dac'h-hwi !






- Euh...hwi poe kalz a digare de vont betek Rostrenn pe pas kemend-ze ?

Oh med...de gomañs oa ket med er jo hag er c’harr ! Wa(r) lerc’h vije red mont wa(r) velo, neuhenn oan kap d(e) (v)ont !

- Ya, ya ya.

Bon, benn (er) fin (e)ma bet a(rr)y en oto  ! Med med med med...red oa gortez heñ !

- Ya ya ya ! Ze oe div(e)zatoc’h !

He !

- Ya, ya ya. Ze neus chenchet kalz a draow pe oe *ayvet er veloiow ?

Ho ya ! Gall e rae en dud mont pelloc’h !

- Ya !

Ha...brahoc’h ma p(eu)s hoant vije (er) belo ka(r) de gomañs oa ket med e(n)...en uiow, hag en amoñ de werho heñ, vit kowed erhant ! De...de nom...de, de...de vevo ha vit paeo pez vije de beo. Ya, wa(r) lerc’h memestra, boñ gall a rae en nen tapo i velo ha mont de Rostren ma peus hoant ! Ba Rostren vije kowed dilhad, ha traow.

- Ya !

Muioc’h vit vije kowed ba Tremargat !

- Tud vize é tromen, marhadourien pé...vit gwerzo on tamm dilhed pé… ?

Oh, ya... ! Ba (e)r fin med pas de gomañs, heñ !

- Nann ?

Nann, nann ! Oe ket...oe ket ze ba touesk en dud kwa, ma pe(u)s hoant !

- Nann ?

Nann, nann, pephañi dape di roch(ed)enn hag o(r) b(o)lotenn a wloan hag e…

- Renket vize er rochedow ?

Ha ba ya med pe vijent drailhet oa ret dresso ne(he), heñ !

- Ya, « dresso » é vez laret...vez ket laret « renket » ?

Gra ! Renket vé lared ameñ, memestra…

- Memestra…

...memes-mod é ze kwa !

- Ya ya. Hwi peus desket o(be)r ze ?

Ya, ya !

- Dresso dihlet ha tout ?

Ya ya ya. Mé moe or mekanik.

- De gomañs oe ket ?

Ha nann, pas de gomañs, beñ, onan bian oara ket mann ebet ! Med be(nn) moa, benn moa vingt ans, benn moa ugent (v)la, mé moa or mekanik gwriat !

- Ha ya ! Or singer pe… ?

Or Singer moa bet de gomañs, med...benn n’en-dez ket genin kalz erhant, gou(d) (w)alc’h rét, brenañ...ven ket vit preno traow bras. Ha moa prenet re...neï, re, re febl ma pe(u)s hoant, ha na ket padet pell !

- Ha nann ?

Nann !

- Hag e veze laket de gerzo gant...en treid ?

En treid, ya. Med...mizer meus bet (é)h o(be)r ze heñ, me oe a(fe)r a gaout unan...(u)nan à brancher kwa !

- Ha ya, unan électrique !

Modern a walc’h…

- Ha ha...Hag a gerze gwelloc’h ?

Ya, ya ! Oh...dav vije gwasko war (e)r bouton hat !

- Ya !

Prrrrr...oe ket med lak..lak..lak en traow ahe giz-se ! Ha hoñ(s) (e)h-ae war raok !

- Kalz a dud zo daet de chom ba (e)r vro ?

Ya !

- Mmm !

Ha dont e ra hoaz mem(es) !

- Ha ya ?

Ya, pégwir euh...ahe zo bet onon vit beure ha noa...en dei-all oa bet daou a dud (ih) fell’t ha’ñon oa...oant i klesk uiow med...(i)r mar(e)-ma(ñ) n’eus ket (a) uiow, gou(d) oar(e)t ze ! Hag...

- Uiow de breno ?

Ya !

- Mh !

Ha zo laret din vit er beure oaint daet deus (a) b(e)lec’h...deus Normandie ! Prenet neuint on ti ba Tremargat, dirampet neuint nañ tout ! Dirampo zo bra d’o(be)r, heñ ! Med hado(be)r ! Heñ zo de haddresso tout bomañ ! Ha giz-se zo laret din vit (er) beure gant onan zo bet...onan zo bet ahe. Oeron ket peter neus gret eñ james ha meus ket afer de c’hout ! Kar mé beta bome(n) euh...blije din patouilhet a-walc’h (ve)l vé lar’t ven (i)h o(be)r er jerdin ba du-meñ !

- Ya ya ya !

Oh med, v...ahe laran er wirionez : vallaet meus ! Oh ben, h-on de gowed quatre-vingt heñ !

- Chomet é lemm ho spered ganac’h !

Ya ya ya ya !

- Ha hwi gowa dac’h e chom on nebeut brezonegerien dre (a)hann-mañ ?

Ben, oaron ket kar...er re yaouañk so bomeñ n’int ket tueet de...de deskiñ brezoneg !

- Nann, nann ! Ha hwi peus gret, hwi peus desket d’hoh...d’hoh mebion ?

Ben, me bugale gomprena brezoneg med konto nañ raint ket !

- Nann nann nann !

N’int ket vont de...de gonto dac’h, ma pe(u)s hoant neus...peseurt labour neuint gret na peseurt…

- Ha nann ?

Nann, nann, n’int ket vont de gonto ze in brezoneg !

- Poder eur !

Ha ya ! Bomtein eh in d’o(be)r on dro gant me c’hi ba (e)r park ahe.

- Ha ya ? Bomtein ?

Bomtein, ya !

- Ya, ya. Hwi zo kustumet d’o(be)r on tamm tro bawnde ?

Ha ya ya, di vich bawnde !

- Di vich bawnde !

Or vech (d)eus er beure, er vech en abade, ya.

- Ya, ya.

Ca change les idées !

- Ya ! ...

Ma te(u)fe heol, ma te(u)fe bra en amzer.

- Ahe oaron ket, ma vo glav pe ma vo ket !

Ahe gomandiamp ket heñ ! Ahe n’omp ket kap de gomand(iñ) nê !

Commentaires

  1. "Heñ (???)...zo laret din"

    Amañ gle'on : "Ha gis-se so laret din"

    RépondreSupprimer
  2. Kool. Mersi. Plijus de jilow. (1'57 : n'é ke gwll afer
    met me gleva "mekanik Gwriat")

    RépondreSupprimer

Enregistrer un commentaire