« Kontadenn, diskontadenn ! »



Berr amzer moemp bet en dei-sen gant tud ti er re goz Laniskat, ha ba touesk istoriow ar brezel noent laket kalzig er gaoz warnei, e oe daet de Y.C., a orin dà Blusian, joñjow dàg or gontadenn (skritur in gwenn). Deus taol oe kement a dud, merc'hied hepkin nehe, n'on ket hudu vit kaout joñj dà hano pophañi. Michañs a blijo dac'h hwi ! 
Steredennow a gaviet lem n'on ket sur deuson de geñver en drañskrivadenn. Or poj bennak e laoskét barz en diaes dàg er bajenn ma peus hoant de divanko !








Euh, mamm a gon(te)...lare kontennadow dimp in brezeneg !

-Ha ya ?


Ya, bemnoz !

Ya, bawnoz !


A-raok kousket, mamm lare or gontadenn, ha pe oe ket kontant àrnomp, a lare :
« - Mamm, larét or gontadenn !
-Oh ! Laran ket hénoez, n’oc’h ket bet jentil walc’h ! »


Ohoh ! Bet jentil a-walc’h…


Bon, vejow oe skuiz hag e lare...euh, penoz lare ta ? Gortait !

« Kontadenn, diskontadenn, chomet é me c’hoz kazeg ir vouilhassen, jachet àg hi benn hag jachet àg hi rer ha tay genac'h a-sklij-kaer* ! » Ha setu tout ! Hag é aet kuit ! Skuiz é, en dei-se oe skuiz..haha !

- Meus ket komprennet mat an eil...an eil lodenn meus ket komprennet mat !

« Kontadenn, diskontadenn, chomet é me c’hoz kazeg ir vouilhassen, jachet àg hi venn hag jachet àg hi rer ha tay genac'h a-sklij-kaer* ! »
«  - Ho, mamm se n'é ket or gontadenn, se n'é ket or gontadenn ! Larét on' all, larét on' all !
- Benn er vech-all, benn er vech-all ! »

- Eh-an...h-an de gonto se de me mab !

Ho tud ne oarent ket brezeneg ?

- Ha, rant ket !

Nann !

- Med me mab en hañi é zo i tesko on tamm ganin.

Ha ya !

Pe oamp ba-in...bet on bet a-raok dont amañ voen ba on ti...el-mañ, i Kintin. Ha pé sa(v)emp deus taol eh laren stank :
« Bon ! Damp hag eh-amp ! » Ha bo(u) o(e)...onon a oe nas din a responte :
« De charreat kaoc’h de Wennegamp ! » Ha se ne oeren ket !

De Wennegamp ?

« Boe* ! Charr e vo stank! Damp hag eh-amp ! De charreat kaoc’h de Wennegamp ! »

- Ha hwi peus ket joñj d’or gontadenn bennak(e)t ? »

Joñj em-eus, joñj em-eus ! Mamm lare dimp kontadenn er spernenn-wenn, ha kaer meus estaet, n’on ket kin vit kaout joñj dà...dàg er gontadenn-se. Ha kouskoude hoñs oe kaer ! Euh, vize ket journaliow !

- Nann !

Eh ben pa vize on dra abominabl eh ben vize onon hag e gonte hag a dae d’er bourg...ba partout, ah-ae de vale, ha rae or gontadenn dà pez noent tromenet, ha se vize laret or gwerz. Moemp ket goeret peter oe nem tromenet a-hont, ba Gwennegamp, ha ni i Plusiañ, pé i Korle, pé pelloc’h, ha...oe tud hag a lake...rae kanaouennow dà bez vize nem tromenet. Peus ket joñj ? L’ affaire Seznec ? Eh ben (me)mestra, (e)ma bet kondaonet, n’é ket bet...n’é ket bet lahet, n’é ket bet guillotinet pujur n’eus ket bet preuve ebet, med neus gret pemp-blé àr-u(g)ent bagne !

Ya !

Gojenn se ! Ha noe ket james lahet hañi ébet ! Ha se zo traow abominabl !

H-eus ket bet goeret james pi neus...pi noe lahet ?

Hañi ebet ne oera ! Ha heñs oe Conseil Général.

Ha ya !

Oe ket pez e zo bromen de...de gowet traow koa !

Jonjét ! H-amp de gowet euh...pemzeg ha per-u(g)ent ! Ha jonjét, mamp ket joñj kin dàg...dàg er brezeneg ! Kar mamp ket komzet ‘nohon aboe ! Nann !

- Ohhh, géo !

Joñj meus pe oemp bian eh laremp d’em mamm euh...de noz e’l-se : « Oh, larét or gontadenn dimp, mamm ! » A-vejow hi lare : « Oh ! Meus ket joñj ki(n)...meus ket amzer !...

- Oh ya !

...Labour meus d’ober hoes ! »

- Pa vez laret « meus ket...meus ket joñj... »

« Oh ! Larét memestra dà gontadenn en aval ru ! » Kontadenn en aval ru, hoñs blije dimp, olalalala !

Hoñs zo àr levr Jean-François, Yann-Fañch, Yann-Fañch Kemener (1) ! Mé meus i levr, hag er gontadenn moe laret...euh zo à(r e)l levr. Me moe laret er gontadenn « Er yar(ig) (v)ian ». Er Yari(g) (v)ihan oe éh chubat hi zi. Yari(g) (v)ihan oe (éh) chubat hi zi ha noe kowed on diner ha laket hañ en hi skouarn. Skouarn er yar dele ket bout gwell vras !

Ha oent partiet a-benn er fin ! Er c'hog… ? Er c'hog petre é hano dàg (e)n hañi-se ?
« Aotrow Kog, dont e rét de vale ganin ?
- Oh ya med meus ket ac'hant !
Oh ya, mé meus on diner ba me skouarn ha tra m(a) pado n(e) (v)o ket faot ! Tra ma pado n(e) (v)o ket faot ! »
Ha voe deut.
« Ha pi da ganimp* ? »
« Oh, h-amp de vont de vel(e)t er houad ! » (E)r houad :
« Mé meus ket ac'hant n'on ket vit mont ganac'h !
Oh ya, mé meus on diner ba me skouarn ha med tra m(a) pado n(e) (v)o ket faot ! »
Ha oe, benn er fin eo a(rr)i lañ, lañ (a) loened !

« De venn h-amp de vont neuzenn...de Gwenn(e)gamp ! » Partiet tout de Gwennegamp ! Ha ya med en hent ! En hent oe hir, ha oe a(rr)i (e)n noz ! Ha oe or c'has bopet, ha laret oe bet d’er c'has :
« Hwi ya de...de grapal àr lein er wenn ! Ha h-ét de vel(e)t ma zo gwellow on tu m(e)naket ! »
Ya, er c'has noe gwel(et) gwellow ha oent aet ! Ha oent a(rr)i ba on ti, hag noent gwel(e)t oe skwelledow zoubenn àr...àr en dol el-se.

« Oh, ya, ben h-amp de debo ! » Noent debet er skuelladow oe àr en dol, pujur...ha bophañi oe aet te gousket ba menn* no(e) gwel(e)t . Onon oe…er yar hag er c'hog oe aet d'àr lein er blanchenn...bara, er houad oe bet ba...or poullad deur oe ba...bord en nor, on ell oe bet…pophaiñ noe kowet i…

Med, ti el lerien e oe ! Ha pe oe a(rr)i el lerien, er re-se yae de leras de noz ! Pe oent a(rr)i, oe debet o soubenn !
« Ha se zo drol me'mestra, debet é hom soubenn ! »

He ben, ya med er c'has oe aet de gousket ba (e)l ludu, korn er hogn, ba (e)l ludu ! Eh ben, p’ ema aet de lakat, d'o(b)er tan, er c'has neus hwezet ludu ban i daow(la)gad ! Hag er c'hog hag er yar noe pikotet en hañi oe daet. Hag, en ell...bo(ut) oe or houat bopet noe...taol(et) i askell deoñ, hag oaron ket peter oe, ya, bou(t) oe...bou(t) oe onon bennaket hoes. Hag oent partiet hag en-oe-int lar(e)t, ya :

« Oh ! N'h-amp ket kin de velet ! Onon neus laket lañ a draow ba me daow(la)gad, velan ket mann kin ! » Euh, peter noe gret er c'hog hag er yar… « Un ell àr lein er blankenn, gant er gontell neus troc'het me bi...me vrec'h din, troc'het...euh, pikotet koa ! » Hag en houad noe gret...oe bet...noe gret taolow bature ! » Er bature oe de ganno ! Oe bature oe de ganno…pé h-aemp de ganno koa, ha vize laret « bature » dàg er machin a skoe. Gret gant er bature, hag el lerien oe aet kuit, eh ben re-señ zo chomet a-hoñt ha maint a-hoñt aboe !

Setu kontadennow a vize lar(e)t din !

Oh ya !



(1) War henchoù ar c'hontadennoù, Yann-Fañch Kemener, Yoran Embanner, 2014

Commentaires

  1. Dedennus. Mersi dac'h ewid bout laket se da jilaou. Plijadur meus bet i klewet Y.C ;-) (ba fin ar gontadenn glevan me : "korn ar c'hogn". Deus kogn =coin du feu - Neusen vehe ur pléonasme : dans le coin du coin du feu ?
    http://www.devri.bzh/dictionnaire/k/kogn-1/
    Keno ewid an dei'où !

    RépondreSupprimer

Enregistrer un commentaire