El labour gant er c'hezeg war en ti-feurm

Hudu eh lakan en drede damm trañskrivet ganin deus kojeadennoù mamp bet sembes gant JKS, a zo a orin deus Bothoa. 





En dud oent ket pinvidik vel (m' e)maint brom(añ) !

– Ba nann, nann nann !

D’er c’houlz-se fote amzer d’ o’er an traow, med...vije labour(et) gant kezeg heñ ! Bomen, bomen e-vechow vé re...en entrepreneur gant e(r) materiel e so bomen gou(d w)ac’h (r)et vé treiet...daou devez arat...v(eh)ent ket met chom on eur ! Gwechall vije gret on devez arat…

- In on deivez ? Pé...

(I)n on deivez, ya ! Ha ya, fin…

- Pé dost ?

Benn-neuheñ vije ret...de vout pas re divezat de gomañs kar dapec’h ket met or poent...er c’hezeg skuize ‘è heñ ! Kustum oent de labourat med…

- Penos, ped...ped a *c’hezeg vize war en ti feurm neuhenn ?

Oh, pe vije ket med or feurm ugent, ugent devez arad, pe...pe pemp war ugent devez arat, daou jo heñ, daou.

- Daou jo, pas muioc’h ?

 Ha ba nann ! Beñ, ret oa kaout bouet de(he) heñ ! Pé vije brassoc’h er feurm, ba ti me dad-koz oa...c’hwec’h ha tregont devez arat pe giz-se...pemp ha tregont, c’hwec’h...med, neuhenn oe or marc’h-limon kwa ! Lec’h kaout tri, lec’h kaout tri jo, or marc’h-limon kwa. Gou(d w)ac’h ret peter é or marc’h-limon ?

- Med, velan ket, éh on..éh on é klask ahe med...or marc’h ?

 Limonier kwa !

- Limonier ?

Or marc'h-limon ! Beñ kaletoc’h oe vit or gaseg kwa ! Kaletoc’h oe hag…

- Ya ya ya...med…

...or jo limon nije pell muioc’h a labour vit e(n) hañi oa ba ‘r raok. Or marc'h med spahet kwa ! Med kaletoc’h oe vit or gazeg ! Kar...en hañi vije ba...surtout, bo(men)...bomen gou(d w)ac’h ret en henchow so plin !

- Ya ya ya !

Med lerc’h oemp (é)h chom ba Bothoa (a)-wechow...mé meus bet gwel(e)t e(r) c’hezeg a h-(a)e barz betag o daoulinow ba’ n *bouillen...plasow !

- Wa ! Ba ‘r fons en henchow treuz ha tout ?

Ya ! Mé meus joñj la(r) bout gwel(e)t me iontr pé me iontr ha me dad a oa (éh) telc’hen douar wa(r) i(n) dro kwa...tri oent en ei(l)...en eil wa(r)-lerc’h en all kwa, onon, er marc’h-e(l)-limon ha daou wa(r) raok...kass teil ! Bon, ba deja hont ba’n hent ha pe vije on tamm sav ba’r park, eno oe douar displin ! Tri ! Petrament lakec’h ket kalz ba ‘r c’harr ‘è !

- Pesa mod vé gret deus or...« une montée », just walc’h, « une montée, une côte » vel vé laret in galleg ?

(O)r grapenn vé laret (...)

- Or grapenn ?

Or grapenn, ya. Med pe oan ba Bothoa, pe oamp daet oa…war lerc’h oa douar plinn, med pe oamp ba Bothoa e oa douar displinn !

- Displinn, ya.

Med pé vi’e ret d’er c’hezeg krapal gant (e)r c’harrat teil, pé vije gleb pe...ha hoas gwejall oa ket, boman wa(r)-lerc’h oa daet kirri gant rodow...rodow kooutchouk heñ ! Rodow ruilhet ! Med de gomañs oa rodow koat ! Med re-se blante ba’r *bouillen heñ !

- Pejuir oent ket goll ledan, neuhenn !

Ba nann !

- Nann…

Sur oa bet essoc’h setu pe vije plachow...plachow brassoc’h, vije tri jo petrament...petrament or marc'h-limon, onon kreñhoc’h ba...ba ‘r brec’hiow kar heñs vije kad o’er kalz a labour hend-all, pe vije ket med er c’harrat melchen d(e) dapo vije staget en hañi limon, oa ket afer d(eus) (e)n ell ba ‘r raok ! Heñs vije staget ali’ssoc’h, pell ali’ssoc’h !

- Ha heñs vize digasset deus a...deus a blec’h ?

Er marc'h-limon ?

- Ya !

Eh ba en dud brene or marc’h !

- Ya, ya, med wa(r) e(r) mac’hat neuhenn ?

Oh ba gwezall oa foariow partout !

- Ya ya ya, ha prinnet gant mac’hadourien penos...ba plec’h ba...lec’hiow-ell pe ?

Oh, pas forcement, dre ahann-mañ oe kezeg partout !

- Mhh…

Me zad noe bet gwehet onon de...de me dad-koz, or gaseg kwa, on eubeulez kwa.

- Ya

On eubeulez, onon *bian de deskiñ neï d’o(b)er, de labourat wa(r)-lerc’h. An dud...mé meus ket bet graet med me dad deske d’er c’hezeg labourat heñ !

- Ya ya ya..

Stago ne(he) ha...med, er c’hezeg pe komañsét gante abret !

- Ya, ya ya !

Fota komañs gante rok or bla kwa !

- Ha ya.

Med, pe vijent ay triwec’h miz, benn neuhenn vije staget heñ ! Mé meus...bet kle’et lar me dad vije (é)h lakaen...éh lakaen ne(he) wa(r) (e)n drañcherez pé on dra menaket, vije laket...vije laket stag onan yaouenk tre daow re goz, pe vijent staget tal-ha-tal

- Ha ya !

Ha vije laket onon yaouenk ba ‘r c’hreiz amañ kwa ! Giz-se vije staget deus kolier en ell amañ ! Ha oa...oa ret d(eh)añ oa...pe oa laket er c’holier d(eh)añ, hag en tretow !

- Nije ket er choaj de...

Nije ket de choaj med mont de heuil !

- Nann, med mont de heuil !

Mé m’a bet kle’et lar’t (a)-wechow...wechow e…e tap on troiennow ba’r penn ha traow wechow ma vijent re inervet. Benn nije gret pemp pe c’hwec’h tro ba ‘r park chechet ha bountet, benn neuheñ vijent krevet ! Pé oent ket kustum de labourat. Ha setu heñs wa(r)-lerc’h (éh) heuilie er re-all. Pe vije stag(et) wa(r) (e)r c’harr vije laket, ben vije onon ba...ba el limon, onon ba ‘r c’horre, vije laket onon yaouank ba ‘r c’hreiz. Giz-se oa ret d(eh)an mont de heuil oa ket (vit) mont pelloc’h.

- Ba nann !

Pé vije en tretow, gou(d w)ac’h (r)et, les traits oa etrede. Oa ket...oa ket mont pelloc’h, oa ret d(eh)an mont de heuil. Ha wa(r)-lerc’h tamm ha tamm pé vije koustumed de labourat, pé...pé oare pete(r) oe, eh ben vije laket tost d’on all, ha...giz-s(e)...en eil deske d’en all giz-se.

- Ya ya ya !

Med mé meus ket labouret kalz gant (e)r c’hezeg…

- Nann, nann nann !

...on tamm bian ba ‘r fin pujur...beñ miret oa bet or gazeg pad pell, heñ ! Hoñs vi’e vi(t) bino er bet(e)raves hag er c’haol, hag en traow. Me zad noa ket re a yec’hed sete noa gwehet...noa prenet (o)n trakteur euh...abret walc’h !

- Abret a-walc’h ?

Tri ha tri ugent !

- Ha ba tier feurm-ell a oe tro-dro ?

Euh, oa ket me zad oa er c’hentañ, ba parrouz Gwareg meus ket joñj ped ferm...sei(z)...hwec’h pe seiz, pe seiz pe eiz oe. Me zad oe en eil trakteur ba parrouz Gwareg. Med ba ‘r c’houlz-se vije ket prenet trakteur vel so bomeñ, ne rae ket med...tregont jo heñ ! Hend-all vije gret tout gant (e)r c’hezeg, me zad noa demenajet deus...Bothoa, lec’h oamp chom a-rok, se oa triwec’h kilometr d(e v)ont de Gwareg gant i gezeg ! Ha hoas i c’hezeg nivoe ket beñ...meus aon oa bet kouet, or gazeg ni(v)oe ha hoñs vije ba...oa bet prenet ba...vel a lare med...in konfiañs kwa hag e oa spontig terribl. Setu c’houlle ket miret neï !

- Ha nann ?

Nann.

- Spont...spont…

Spontig ! Elle est peureuse quoi ! Spontig, ha meus aon oa bet partiet or wech, ha setu noa disavet on eubeulez, de rañplas(o) de...de, med just oa en traou de...de...oa gwerhet er gazeg-all hag...beñ noa ket med on eubeulez daou vlé hanter. Donc noa ket med or gazeg hag on eubeulez daou vlé hanter...’h o’er en hent ! Di’ass karadow plous ha…

- Ha ya ?

Med bon, on eubeulez ba ‘n oad-se oa...oa bon, er c’hezeg oa kustumet de labourat...euh...vijent komañset de desko ne(he) triwec’h miz donc pé vijent ay daou vlé hanter benn-neu’eñ oarent o’er, med ne oent ket kaled vel or gazeg… bemañ vé ket med...treiñ en alvé d’o’er !

- Ya ya !

Commentaires