Istor el lard dous

Hudu e lakan on enregistremeñt gret ba Rostren lem glevamp O. a zo deus Plonevez. Sembes ganimp oe M. deus Laruen hag er re J. deus Rostren eué. Trañskrivet en traow ganin-mé gant sikour Jean-Yves Plourin, mersi laran dehan. Michañs blijo dac'h-hwi !
(Evel ma weliet é bet didroc'het ganin anoiow en dud bet laret a vouez huel.)





Mé meus joñj derc’hmat Y. noe gret fars ganin pé oen bian. Euh, mamm goz ree krampouz. Ha noe ket lard dous kin du saindoux de lako war er billig !

Ha ya !

Ha noe lar(e)d din mont de...bourg…

De glask...

...Plonevez de glask. Euh, en hent oe berr, n’h-eemp ket dre en hent bras, on hent treuz oe kwa hein.

Bouillon !

Ha oen aet war dred de glesk lard dous de di… pesa hañv...R. !

R. !

R. vize gret deuseï ha delc’he or charcuterie, ba bourg ! Ha moe goul(enne)t gant(eï) :

« - Tu veux ma petite fille ?
- Je veux du lard doux pour ma grand mère ! »

Ha hi...tapo or pez kig-sall,

« - Ta grand-mère n’a plus de cochon ?
- Ben, non ! »

Hoñs gomze din in gallek gou(d) wal(c’h) ret !

Ya

Ha me fele tapo or pez kig sall, ha go(ud) wal(c’h) rét n’é ket ze e oe !

Ben nann !

Du lard doux ! Med goué oen abominabl, timid, ha moe ket kredet lar(e)t mann (e)bet deï. Ha mé dont nor vleuñjal sa gêr, ha tont mez deus er bourg oe mamm Y. oe devejoures ba on ti enañ :

Ha ya ya ya !

« - Peter (i)h oc’h bet (i)h o(be)r ba bourk ?
- Klask euh...klask lard dous de mamm goz vit o’r krampouz !
- Ah, bon ! Has(té)t buon mont sa gêr neuhen (…) mamm-goz zo (i)h c’hortes ! »

Poe ket goule(nne)t diskoey…

Oh ! M., med nann, pe oen ayv ba gêr me bos or pez kig sall wa(r) (e)n daol oh lo lo lo lo : « Med dala ket (e)r boan kass noc’h-hwi d’er skol memstra oarét ket peter véz lar(e)t dac’h ! » Ha Y. oe enañ :

« - Olala ! Tu sais même pas qu’est ce que c’est du lard doux ! »
« - Ha ben tu n’as qu’a me parler en français alors et puis je saurais à la fin aussi ! » Oh fumet oen terribl ! Med go(ud) wal(c’h) ren oe ket mat !

Saindoux, saindoux…

Mais du saindoux, oeren ket peter oe du saindoux.

Ha, ben nann !


Ha mamm-goz lare lard dous !

Ya, lard dous, ya !

Ha Y. noe ket lar(e)t mann (e)bet din a-rok mont eué med…

Moe ket kle(v)ed sur-walc’h !

Poe ket kle(v)ed sur-walc’h, mate(zen) e oe (i)h wriat pé ober on dra-ell. Pé euh…

Ya, med, ya...

« - Goul(enne)t moe ganteï ma poe ket penn-moc’h (e)bet kin !
- Ben, nann, moe ket kin...met lard dous moe ket kin ! » Fumet er vamm-goz !

Oh ya !

(…) Lard dous daet de gêr !

El lard dous…

Fumet ?

Fumet !

Ah ya ?

Vachet ! Vachet !

Fumet ! Fumet !

O daou moahat !

Fumet oe ! Oe ket kontant deusiñ !

« - Dala ket (e)r boan kass (ha)noc’h-hwi de skol pujur ne gomprenét ket mann (e)bet ! »

Commentaires