Hudu e lakan on enregistremeñt gret ba Rostren, ha tud zo 'hat deus taol de debo er mern-vihan : O. a zo deus Plonevez, M. deus Laruen hag er re J. deus Rostren eué. Trañskrivet en traow ganin-mé gant sikour Jean-Yves Plourin, mersi laran dehan. Michañs blijo dac'h-hwi !
(Evel ma weliet é bet didroc'het ganin anoiow en dud bet laret a vouez huel.)
Oh !
Mé meus ket bet aon med...ha moe ket aon e(ue)...aon moe med, en
daou kwa...se oa pe oan komañs(e)t de gano.
-
Ah bon !
Gant
or c’hamarad din deus Gwenn-Vane [Guen-Mané zo haño
or villajen in Plonevez], hag...pugwir oaremp ket kalz a
dra kwa ! Ha h-aemp de festow-noz de chilaow er re goz kano. Ha
mé diske...buanoc’h vitañ !
-
Ah ya !
- Med hwi oe koustum de gomz
brezenek !
Ya med eñ i(v)e !
- Ha ya ?
Ha ya mem(es)-mod !
- Tout en dut oare
brezenek (?)...
Med, benn mije kle(v)et or ganaouenn
teir gwech, ma plije din mije desket neï !
-
Ha dis-donc !
Teir gwech ! Euh, er vech
kentañ desken neï gros...en eil gwech stouven toullow...kar pez ‘h
é, e laren : « bon, se oaran med se n’h-a ket deus pez
e-rok ! Ahe zo on toull bennaket ! Ahe zo on dra
m(e)naket ! » Ha h-aemp de...beta Gouarek de festow-noz
chilaow en re goz, beta Plugerne, beta Duhaut, beta...on tamm
partout...de *h-a ba festow-noz. Ha neuhenn wa(r) (e)r zun tae de
du-mañ pugwir mé gouske ba o(r) penn-ti, pas ba (e)n ti feurm kwa,
ha giz-se vize ket goaret ! Ha eñ gouske ba (e)n ti koz.
-
Ha !
Ha chomemp de gano beta
hanternoz ! Or vech er zun !
-
Ha ya ya !
Ha vize ev(et) o’ bañ(a)c’h
chistr neuh(e)n wa(r)-lerc’h, ha taen de gêr !
-
Ha !
Ha mé h-ae dreuz parkow !
Ha oe or park hir ha oe ket met just er vinojenn de...de dremen. Med
meus ket bet kle(v)et...or...vran bennaket (éh) hont mez deus er
gwez pe gleve han(o)ñ tremen med pas mann (e)be(t) hend-all !
Ha on noz moe lar(e)d : « mé zo tont deu(s)...mé zo hont
d’o’r tro en hent ! » oe ket kem(ent)-se hirroc’h
hag oen kano tiskenn...deu(s) en hent. Ha ! El loar oa sklaer !
Pé oan treujo d’er pont, el loar oe giz-se med bare ket wa(r) (e)n
tu-se deus en hent, par ree wa(r) (e)n tu-all ! Med gant er
gwez, bare ket wa(r) (e)n tu…
-
Ha ya !
A-greiz tout moa kle(v)et
« ding ding !, ding ding ! »
-
Ah !
- Kloc’h en Ankow ?
Oh ! Amañ zo on dra
m(e)naket !
- Hag e oe é tont deus
e-bell ?
Ha nor h-aen sa dañ...hag er
brud dae sa din !
-
Ha voilà !
« Bon, h-amp de non
gavet ! H-amp de non gowed ! » Moe ket aon deus er
person ! Nag aon deus er...machin, med joñj ren oe onan
m(e)naket daet d’o’r aon din !
-
Daet d’o’r aon dac’h ya !
« Ha gast ! »
moa lar(e)d « Ma é re din, sur-walc’h h-on de gowet !
Med ma n’é ket re din, (e)ma hont de gowet ah(e) ! » Ha
ya ! Ha sell(e)t ahe ! Ya med...lar(e)t vez...med tapet moe
me c’hontell ! Ha moa lar(e)d : « Sur en hañi
jonja dañ o’r aon din zo hont...h-a de vout kerse gantan ! »
-
Èl
kanaouenn el lutun : taped poa krog n’i vrec’h ?
Gast !
Ay
oen ba o(r) penn
(me)naket
deusan benn m(o)a
gouaret !
-
Eh ben !
Ay
oe on añouar hualet, daet mêz deus er park.
-
Or peter ?
-
Or vioc’h !
-
Ah or vioc’h !
On
anouar !
-
On anour !
On
anour kwa !
Euh
entravée,
et elle faisait « ding ding, ding ding » ! Oh !
Pé moa gouaret peter oe ! Laret
moe : « Bon,
n’h-an
ket
d(e)
douj
deï, n’é ket met ol loñ ! »
-
Ya, med gwejall vize kle(v)et komz deus…
Med,
n’afer se oe...moe ket aon deu(s) (e)l lutun !
-
Nann, nann !
Na
moe ket aon deus e(r) person ! Med, joñj ren...on dra m(e)naket
daet d’o’r aon din !
-
Se vize !
Ben,
moa ket gallet kousket ! Goude oan ayv ba (e)r gêr !
-
Ben nann !
Enervet
oen ken...ken e oen kwa !
-
Gast !
Ren
ket med kréno !
- Eh ben !
Ha kar zur hat en hañi vije bet !
- Se ra aon memestra !
Ah ya ! Mé vijen ket aet war dréñv ‘ha(t) !
- Ah ba voilà !
Se zo kaoz meus ket essaet o’r aon de den ebet kar lared moe « Oaromp ket wa(r) pi e koueiet ! »
- Nann !
Ah nann !
- Nann nann !
Ha me zad blije dañ konto deus lutuned ha deus traoù giz-se !
- Ha med mé mije aon...reital vize noz mize...blije ket se din !
- Pujur vize ret dac’h, benn in fin, alies walc’h mont gant...en henchow treuz de noz...de gouañ !
Ba ya ! Ha dern n’hê vize ruzek !
- Ya ! Oe ket golow hein, ma vize or pile se oe kaer dijà med !
Ha dern n’hê vize ruzet !
- Ya, ha kle(v)et er re goz konto deus taol deus...
Konto ! Se en hañi oe tout !
- Ha se en hañi é, kle’et er re goz hag er re-ell...
Se rae aon ! « Ahe moe gwel(e)d ! Ahe moe gwel(e)d or c’holé-terv (é) tirampek kleuniow » ! Pé « Ahe moe gwel(e)d or c’hi du ! »
- Ya med memestra zo traou a vize…
- Pé or c’haz, or c’haz du !
Pé or c’haz du !
kar...euh pé vize…tud prest de marvel eh beñ vize...kle(v)et vize traou memestra !
C’hwi derch’mat vize gwir !
- Ha vize ket er person (i)h ober se derc’hmat !
Nann, nann !
- En evn-garmer n’é ket […]
Med pesa-mod vize kle(v)et traoù ha bremañ vez ket ?
- Nann !
On dra m(e)naket zo hein !
- Nann, med oe ket evn-garmer ebet !
- Med memestra kle(v)et peus bet nañ ! Mé meus kle(v)et nañ, meus ket kle(v)et med or vech ! Meus ket kle(v)et nañ med or vech, ha ne grede ket din mod (e)bet ba se !
- Se zo chouette euh ?
- Ah ya, mé gle(v)a chouette ? Hag ober rant trous ir mare-meñ hein ! Pad e(n) noz maint...(?) azeñ med hañi ebet ne ra en trous-se ! Hañi ‘bet hañi ‘bet !
- Ya...med griant ket tout memes-mod !
- Ha ya med n’eus ket hañi ebet a gria giz-se !
Euh, er gouhann wenn, hoñs, o’er ra ket vel er re-all !
- Nann !
- Nann, voilà !
- Mé oe bet gant me zad ba (e)r vilin, se oa pad e(r) brezel ha pégwir h-ae en dud dreuz parkow. Ha oan bet gantañ de noz giz-se, gojen derc’hen mat er jo keit e vije e...serriñ e(r) glet ha...dreuz parkow h-aemp ! Ho m(o)a kle(v)et e(r) gouhan wenn ! Ha me zad lare din : « Ho ya, hom(añ) vé de ziwall deuseï ! Hom(añ) (pé) gowa on den (ema) kat de sell(et) ba ho fas ! »
- Oh, raint ket !
Oh ya, med oaron ket d’o’r peter oe aet de laret se, ni oe nom baket ba mesk er seier ba ‘r c’harr.
- Hag er c’hog ! Ma gana e-rok hanternoz !
- Ha !
- Zo seblant maro ba tost...or vech meus kle(v)et nañ ba bourg Plonevez pe oen é chom.
- E-rok en hanternoz ? Ha se oe or sin fall ?
- Ya
- E-rok hanternoz ha oen ayt gant mem bugale oent bian de c’houlz-señ. Oemp ayet deus Kristivel lec’h on (éh) chom bomen deus ti me zad, bet (éh) tebo prêt or gouil bennaket...Noël pe kentañ deï er ble, oeroñ ket, ha oen aet de serres voleiow...(e)r gamb ba ’n tu dreñ ha noe kanet er c’hog. Noe kanet ! Hañi ebet noe kle(v)et nañ, me gwas oe, hag er vugale oe ba ’r gamb nom divisko, prest d(e) (v)ont de gousket er re vian, hañi ebet noe kle(v)et, oe ket metoñ en-noa kle(v)et. Hag oen spontet gant se pujur moe kle(v)et er re goz derc’hmat laret se. Hag en deï wa(r)-lec’h moe bet keh(e)low de lar(e)d oe mar [...] kwa, aet oe d’ober i gonjer ba Dinan gowa din. Ya.
Ya med…se...
- Oe bet lahet gant on oto, hañi ebet noa kle(v)et nañ hend-all !
Se vize laket gwall...bon...ha derc’hmat aye or malheur bennaket ! Ha lar(e)d : « Ha ya mé meus kle(v)et ! »
- Ba ya med perek [...] n(o)e ket bet kle(v)et pujur oe ba...oe ba ’r gambr sembes ganin hag er vugale ? Heñ lare din « T’as fais du bruit avec les volets mais alors tu l’aurais entendu !» Pujur oe ganin ba pez kwa ! Nag er vugale noent ket klevet mann (e)bet […]
Pez vize laret, gou(d) oaret, mé moe kle(v)et pesa hañv, heñ oe deus Plon’ez, Léon Thoraval !
- Ya !
- Ya !
Ha hoes heñs a gane !
- Ya !
- Ya !
Hag nivoe kontet se « Oh ya ! », lare-eñ « Lar(e)d vije traoù e giz-se med bon, ho, ya ! » Hag or vech, oaroñ ket d(e) (v)ont de...bet...bet (éh) ferc’hetat pe on dra mnaket hag nioa kle(v)et or c’hloc’h « ding, ding ! ». Ay é or c’hamarad dañ bet (éh) ferc’hetat è(ue)..ha gant i velo, tont traoñ diwar er c’hleuñ nivoe zonnet er c’hloc’h !
- Ya, ya med wa(r)-lerc’h (...) traou bizarre dalve ket mann (e)bet !
Ma mije ket gwellet nañ, lar ren...eh ben mije lar’d mije kle(v)et kloc’h en Ankou !
- Voilà, voilà !
Med pégwir moa kawed er c’hloc’h!
- Eh beñ…
Ah ya...
- En evn-garmer meus ket kleved med or vech ! Pe oe maro [...]. Ya, meus ket kleved nañ med or vech. Meus ket kleved james, se hallét lar(e)d zo kouc’haned partout med…
- Kouc’haned !
- Re-eñs zo kuhet ba on dra m(e)naket ! Or gouc’han ! Or gouc’han ! C’est une chouette !
Ba, dans certains endroits...plasow vez lar(e)d « or gowenn » !
- Or gowenn !
Ha kle(v)et meus...euh...pi laret...or gioc’h, vize lar(e)d ba lec’h-all, or gaouen, hag amañ vez lar(e)d or gouc’hann.
- Or gouc’hann ?
Ya, hag or gouc’hann wenn !
- Voilà !
Commentaires
Enregistrer un commentaire