De beter jervija goaret brezeneg

On dei deus miz Even 2018 nor dont in dro sa gêr oen bet i skoiñ war nor E. zo chom ba Zintes Trevin (giz e ra heñs dàg i villajen) ha kroget é bet kerkent de gonto din forz pigement in brezeneg. E-touesk en istoriow kontet gantan veliet aze gis-ze onon war bunisionow reit gwejall ir skol Zantes Trevin hag amzer en eil brezel.
Transkrivet ganin-mé gant jikour Yann-Fañch Kemener, mersi a laran dehan.







Do...domaj é n'eus ket kin ka(r), ze neus kommanset pé moe kwa, lakamp eiz vlé pé dek (v)lé. Bon, h-en d'en iliz de...de desko me c’hatekism vel vize lar(e)t, bon. Tout-just ya, marsen moe kommanset, anav ren me...pater* ha me zraow, ha oe lar(e)t : « Ah nann ! » Lemmet el levriow genimp, toud in gallek ! Hag i(r) skol eu(é) ! Ka(r) pé oen aet de skol, er blé kentañ, mé gomze brezhnek i(r) gêr, hag a-hoñgn, in Zin Trevin vize reiñ or bobine dac'h ! Or bobine oaroñ ket peter vize lar(e)t une bobine : « Oh tu parles breton ? Tiens la bobine ! » Ha pé vize a(rr)u, pé vize a(rr)u …

- Ah ! Vit lakad er mez war en dud ?

Ya ya ! Ha pé vize a(rr)u en eur d(e) (v)ont de mer(n) : « Qui a la bobine ? Ah… Toi ? Bon, allé au coin ! » Ha ya ya ya !

- Puiniset vijec'h mod-se !

Ya ya, ya ya ! « On parle pas breton ici ! »

- Ah med ya !

Hag àr-lerc'h euh…

- Kalz a dud neus kontet din deus en dra-se, ya.

Med me zud, me zud, me zad ha me mamm gomze din, gomze derc'hmat in brezeneg din. Ha me breu(r) so tri blé yaoueñkoc'h ha nann ! De me breu(r) vize komzet in gallek !

- Ha ya, duchtu ?

Ya ya ! De...me breu(r), gé, goar e ra on tamm brezeneg med pas…

- Pas stank ?

Nann nann, nann nann !

- Gomza ket stank ?

Mé meus ankoued me(d) yoñ, goar 'ra giriow med pas, pe...pez oe vize lar(e)t dimp : « Deut d'o(be)r », « deut de lab(ou)rat » pé « de gas er zaout » pe de...ha dà me breu : « Ah viens ici, fais ceci, fais ça ! ». James in brezeneg ! Ba, a-goste, ya, re...re-yaoueñk, oh aze, gé, bo(ut) oe re a gomze brezeneg, med oh ! Ba kalz (a) dieer, tout er re yaoueñk e gomze gallek ! Eh ya ! El-se ma jeu !

- El-se ma jeu, ya !

Oaroñ ket, lar(e)t e rant lar, er journal ahe, Kerlogot lar a gomza brezeneg dehañ [hennez zo ba kendal'ch ha zo daet de vout depute ba Gwengamp], d'accord mais ! Mé gowa din ze, dommage é, me(d) ze zo koll(e)t, vidon ! Meta er re yaoueñk nom lakat...!

-Gwir é bout zo stank a re yaoueñk nom lakat ba 'r jeu med dies é dehe, dies é dehe !

Ya ya ya ! Ka pad er brezel, pad er brezel neuze, en hañi gomze brezeneg oe mat pé a(rr)ue en Alamented, hat ! Or vech me, me vrenestr oe, oe iz(ell)oc'h kwa, aze, oe ket, oe ket sort !

- Hag e dee beteg, beteg a-reizh gant el leur ?

Nann nann, med beta a(mañ)...

- Ah beta amañ !

Apeupre ! Hag en dol vize amañ, ha oe ket a guizin azeñ !

- Nann, nann !

Oaroñ ket, meus ket joñj ! Marsen azeñ oe or guizineres pé on dra m(e)naket ! Hag e oe daet daow Allamend azeñ de  zerras, de...vit...e(v)it kemer er veloiow !

- Er veloiow ?

Ya ! Ya, ha me zad noe laret dê :
« - Euh…asse...Asseyez-vous quoi! »,
Ha « - Nann, nann ! » lare m(e) zad ! « Ba...ba-'n tu-meñ ! » [dàg en tu n’omp ket kap de velet ir-mez dre er vrenestr]. Pé oent aj(e)ed neuhenn, noe goul’t gante ma fotehe or bannac'h pe on dra m(e)naket ha neuhenn na lar(e)t din :
« - Bon, tapét er veloiow » oe ba...ba 'r c'harr-ti, « Tapét er veloiow, ha kass(é)t nê ba ‘r park ! Kass(é)t nê ba ‘r park ! »
Me zad noe, noe, noe prinnet daow velo, onon vit er...vitañ hag onon vit mamm :
« - Tapét er veloiow ha kass(é)t nê ba ‘r park ! ». Bon, ha me zad delc'he nê hein !
Benn 'fin doe lar(e)t :
« - Monsieur, vélo ? Monsieur, vélo ?
« - Ah non j'ai pas de vélo ! » Ha oent aet de…

- De furchal, de vel’t ?

Ya ! De vel’t !

- Ha oe ket velo ebet !

Nann, vat, oe ket (a) veloiow ! Nann ! Med ma ne(he) komzet in gallek, re...re-he ne(he) komprennet !

- Evel just !

Med in brezeneg doe ket komprennet ! Heñ, ze zo gwir heñ !

- Ya ya ya !

Ya ya ya, ya ya ! Ha meus joñj dà ze ya, ha me zad !

Commentaires