Joñjow deus er c'hler war deliow er beteraves ha labour ba ti-feurm i dad war ar pamdei


Hudu e lakan on dern nevez deus enregistremeñchow gret gant J-K. zo a orin deus Bothoa, trañskrivet ganin-mé gant sikour Jean-Yves Plourin, mersi laran dehan. Michañs blijo dac'h-hwi !







Miz here, miz..., boñ vije hadet en ed kwa ! Fin, bomeñ vé ket kav(ed)...hadet kalz ed. Fin bo(ut) (r)a re gomañsa bromeñ pé vé ay hanter er...hanter er miz kwa ! Med, alies vé hadet ba…ba miz du bromañ, kwa. Med, bet zo o(r) c’houlz ha masen vije hadet pell abretoc’h eué, kar on taol é bromeñ, re e hada re abret, fin, mé oara se pégwir mé so (é)h labourat douar, pé hadét re abret, vé chomet re abret e-rok er gouañ ka(r) bomen er gouañ vé dive(hat)...divehat arri(e)t !

- Ha ya ya !

Ha (ma) vehe pell re ger, e vent komañs a vechow de, vel vé laret in gallek « un tallage » hado(b)er, hado(b)er boutow ahe !

- Ha ya ya !

Hag e benn (e v)o mat ba (e)r poent-se nivoaent naon kwa, (e)ma red digass azote, enfin en hañi n’é ket in bio pé p(e)tram(e)nt kass...di’ass teil pé on dra bennaket de(he) kwa. Ka(r) aheñ ba ba ba ba...pé vé ay barz stad-se ni(v)oaent naon ! Ay a (r)a re abret, ba...ba gis-se tandis que pé vé hadet ba...ba miz du bopet, boñ benn neuheñ vemp tost deu(s) miz Ferer, boñ bev (e) rent...bevent e-giz-se kwa ! Hag e stank vechow vé on tamm gouañ na vé ket kalet ba miz Genver pe miz Ferer. Med med, nimp pé oamp yaouañk, gwesall vize laket berniow beteraves ha traow vize ket hoariet gant maïs vel so bomen. Maïs se so, se so...or blantenn a so daet, oh ya, fin ay so pell zo (a)boe daow-ugent (v)la so, med raok vije ket...

- Nann nann nann ! Beñ nann nann !

Vije ket bete(raves), vije ket, vije laket bet(e)raves, (ru)tabaga ha kol !

- Ya, se en hañi é !

Hag er betrav(e)s meu(s) joñj eué ba, nimp pe oamp ba (e)r skol, me zud gou(d) wa(lc’h) rét nivoe prest walac’h mahat vit euh...vit euh...en ehan labour vit ba ba ba…miz miz...ba ba bomen, peter vé gret deus se ? Gouél ‘n Holl(sent)...gouél en Hollsent kwa ! Gojenn tenno beteraves ! Ba ya, ba (e)r c’houlz-se vije tennet bet(e)raves pad...pad.

- Or sapre labour a vize se !

Beñ ya ! Ha mé meus joñj nimp denne ne(he) gant daouarn gis-sen, vijent laket ba bord ha wa(r) lerc’h troc’h(et)...vije troc’het en deil ! Tennet gant daouarn (o)non ha (o)non ha…

- Ha ya, troc’het ?

...loc’het...lakat (i)n or reg, (i)n or regenn ! Tennet ! Ha lakat (i)n or renk, ha vije troc’het en del wa(r)-lerc’h gant or...c’houpr gant or...valez, or valez trañsformed aheñ. Pé komañsec’h vechow deus er beure de denno beterav(e)s vije (e)r c’hler wa(r)…wa wa wa(r) en deil ! Kler !

- Skornet e vizent !

Skornet, ya !

- Ha peseurt mod peus laret vit « skorn » ?

Kler é...la glace kwa !

- Kler ! Peter é en difforn tre skorn ha kler neuhenn ?

Ba kler vije laret pé vije ket met on tamm bian wa(r)...war en deil ma peus hoant kwa !

- Haaa !

Tandis que pe vé skornet aheñ vé…vé tapet tout en traow ba o(r)...ba o(r)...liammed tout en traow heiñ !

- Mat, pujur vé ket laret « frim » pé...vit se ?

« Frim », se zo du-(mañ)...du, hann(-mañ), dre hann-mañ vé lar(e)d « frim » pé vé, pé vé u(n) espress, laret in galleg o(r) brouillarenn hag...hag skornet on tamm de heuil aheñ é ! Ha n’é ket kler é !

- Kler é, nann n’é ket kler é, nann !

Kler vé laret vit...vit en dour vé skornet !

- Ya !

Evit en dour vé skornet ! Med hend-all vé lar(e)t « o’r ra skorn ha yin é ! » kwa !

- Neuhenn kler, er c’hler, pé… ?

Er c’hler, se...se, la...la glace kwa !

- Er c’hler, ya. Hag er c’hler a c’hell bout te a-walc’h ?

Ha ba ya !

- Ya, ya heñ heñ !

Anat é vechow pé h-(a)ec’h de dorro (e)r c’hler wa(r)…wa(r) o(r) pé vije el...loñed (ba er) porz vechow, vije ret mont de dorro er c’hler wa(r)...wa(r) en dour !

- Ha ya ya ya !

Med, mé meu(s) joñj, ya heñs so...ya tost er hanter-kant (v)lé med vije kler wa(r)...wa(r) bet(e)raves, wa(r) deil bet(e)raves pé vijec’h (i) komañs ! Med bomañ vé ket kler ka(r) ayomp apeupre ba (e)r c’houlz-se, benn pé ayomp...beñ tiens benn dek dei ahann-mañ n(e) (v)o...n(e) (v)o ket skorn !

- N(e) (v)o ket !

Nann !

- Nann nann nann ! Kouskoude vize, gwejall deus er poent-se ar bla vize...kler...

Ah ya !

- ...or vech en amzer ?

Ah ya ! Mé meu(s) joñj benn aye hanter...beñ nimp mije traow giz-se ka(r) me zad lab(ou)re...me zad noa ket re e yec’hed ha setu...vije dec’hmat konto...nimp oe tri botr enañ, setu konte warnomp pé ayemp d’er gêr deus e(r) skol kwa ! Hag, pé vije ay, en onnek deus er miz...miz du, benn neuheñ vije beñ, en tabaga vije d(e) denno ha o(be)r ‘r jistr kwa, er barrikiow hag (e)n traow vije, hag e vechow, gwassoc’h e vije yin ! Med, beteraves vije red tenn(o) ne abret tandis que bomeñ, bomeñ vechow vé ayed miz Kerdu benn tennant bet(e)raves ! Fin, bet(e)raves ba (e)r c’houlz-se oe grossoc’h eué ha nivoe muioc’h a dour banenne ! Muioc’h a dour vije ban(enn)e !

- Haaa !

Tandis que bomeñ gou(d) wal(c’h) ret vé laket bet(e)raves d’o(be)r vé lar(e)t vé lar(e)t in gallek la matière sèche !

-Heñ heñ !

Sec’hoc’h vent kwa hag euh...fin mé meus ameñ evid...vid me jo med...bet(e)raves bras ha...hag muioc’h a dour vije ban(enn)e setu skorn (r)ae abretoc’h eué kwa !

- Ya !

Ha vijent laket...ban o(r) bern ba tost or harz pé koste e(r)…

- Koste er c’hleuñ pé ?

Ya, koste er c’hleuñ, ya !

- Ha skornent ket ?

Ha ya med red vije golo ne(he) !

- Ya ya ! Gant, gant plouz pé ?

Oh ! Vije ket laket plouz, plouz oa re gir de se !

- Nann, ya ya !

Nann, gouzil ! Gouzil t(a) vije troc’het !

- Gouzil ?

gouzil, ya !

- Ha ya ya, lann !

Ha nann nann nann ! Er radenn, yeot, gwejall vije gret tout en...tro tout er parkow gant er valez...

- Ha radenn ! Ya ya ya ya !

Hag, gant er vals, ha vije serret er radenn hag tout se de c’hol(o)et er bet(e)raves ! Ha vije laket ba ba...oh beta or metr vechow, fin me zad wa(r) lerc’h noa kaout er stumm, gwejall vije laket berniow scories, er re vije ba seier paper, scories Thomas, re vije seier in paper, ha vije, me zad vie re (e) seier (gantañ), droc’he ne(he) in daow, ha vije laket on troc’had radenn de gomañs...

- Ya

...seier wa(r) lerc’h vit troc’ho en avel, hag er radenn wa(r) lein hoas ! A-vechow vije laket douar beta hanter-kant sentimetr bopet (a)-us tre d’er bern ! Pé harze...beñ hend-all in treuz d’er radenn na pije kem(end)-se a radenn…

- Gerze ket ?

En avel drem(e)ne barz kwa !

- Ha ya ya !

Beñ vit lar(e)t dac’h er blé...beñ se oe...beñ hwi oac’h ket ganet mahat...

- Nann, sur walc’h...

...med se...soixante, se oe, soixante trois soixante quatre…

- Ha ! Oen ket !

...gouañ(v) bras so bet...tout, kosig-tout en dud nivoe, tout...tout el legumaj oe skornet partout kwa ! Bet(e)raves, tabaga, tout oent, beñ, gwechall vije k(et)...ba (e)r c’houlz-se vije ket laket (war er) bern med...med gouzil warne kwa ! Setu mag aye en avel-skorn ban(enn)e, hag (i)r bla-sen noa padet er skorn pad tout er miz Ferer ! Or miz ! Kuit diskorno !

- Or miz, eh bé !

Kuit diskorno ! Mé meu(s) joñj hag e raen bouet d’el loñed, kar (ba e)r c’houlz-se pé oe tabaga ha traow, set(u) tabaga, mé meu(s) joñj ha vije gret on toull ba bern teil a-vechow ! Ha vije lak(e)t en tabaga ba (e)r bern teil…

- Ha ya !

D(e) diskorno !

-Ha ya, ha goude-se oent ket a(rr)i...brein ?

Ha beñ nann med tap(e)d vije bop...bop t(aol) vije afer ! Bemdei vije gret (o)n toull ba (e)r bern teil ha laket ba (e)r bern teil !

- Bop t(aol) vije afer...

Petrement gwejall vije…poa(het)...peus ket bet gwel(e)t se, poahet pato d’er moc’h ! Vije poahet pato bamdei d’er moc’h ha pé vé...du-meñ vije gret bop eil dei kwa ! Hag tro de...d’en tañ ba (e)r chodierenn vije laket lañ a dabaga de diskorno med hend-all oa ket moyen d(e) reiñ bouet d’el loñed pé oa skornet tout, tout !

- Hé bé !

Mé meu(s) joñj...gwejall vije hachet en tabaga, vije gret on, troc’ho...troc’ho ne(he) in...in trañ...troc’hennow giz-se ! Hag, mé meu(s) joñj a bout gwel(e)t me zad laket ne(he) barz vije (éh) tapo...on hach vras de vaote ne(he) in daow ! Pet(r)ement en tabaga, re oa rond ! Raint ket med roulio barz ! Re-eñ n’h-(a)ent ket ba (e)r machine ! Pé raeint ket med derc’hen...e(n) traow pé oent skornet ! Ha pé vijent diskornet, pé vijent troc’het me(me)stra tiskornent vounussoc’h !

- Heñ heñ !

Ho med, ir bla-sen em-eus joñj walc’h...hag en dud nivoa labour wa(r) d(r)o mann med wa(r) dro el loñed ! Pujur oe ket moyen d’o(be)r mann...erc’h, mé meu(s) joñj aheñ bout in botinow, oe droet d(e) (v)ont d’er skol in botinow, ni moemp daow gilometr d’o(be)r war dret. Ha ya ! Ha oe ket...ha erc’h hed-ha-hed !

- Hag en hent, en hent oe skornet eué ?

Ba nann, pe oe erc’h, riskle ket kwa ! Kerhat ba (e)n d(e) (v)ont (tre)se skol !

- Ha neuzenn, « gouziow », se en hañi é ?

Gou(zul)...gou(zul), nimp lare « gouzil » !

- Gouzil, ha se a hell bout radenn, pe… ?

Radenn, yeot, ha tammow dreñz, plantennow a bop seut kwa ! Med ba (e)r c’houls-se, fiñ, mé meus bet gret, vije tro...bomeñ vé trem(e)net (e)r machine bras ahe, gant (e)n trakteur, med gwechall vije troc’het tout gant ‘r valez ha serret kar gouzil vije laket ba dan el loñed eué ! Vije ket plouz walc’h !

- Nann nann !

A vije laket gouzil dan…dindan er saout eué !

- Ha miret vize er plouz vit euh...

Ben plouz déjà, plouz kerc’h vije reit d’er saout de debiñ !

- Ya !

Bon, wa(r)-lerc’h, d’er c’houlz-se vije ket kalz a blouz ha traow vel zo bomen, en dud lake, oeron ket, daou pe tri deveiz arat pe tri p(e) ber deveiz arat ed med hen ! Oe ket plasow bras vel zo bomañ !

- Nann !

Ben lod deus er plouz vije debet, lod-all vije laket wa(r)...fin...du...du-meñ vije apeupre plouz walc’h derc’hmat, med ti me dad-koz vije ha...vije…med eneñ vije...ti me dad-koz e(n)eñ o(e) or stumm spessial gant el loñ(e)d !

- Ha ya ?

Mé so bet po(tr)-saout enañ, bon, gou(d) wal(c’h) ret peter é po(tr)-saout é, (bout) éh ev(e)ssat (e)r saout kwa, oe ket…

- Ha pot(r)-saout !

Po(tr)-saout ya !

- Ya, pot(r)-saout, ya !

Mé so bet or pot(r)-saout enañ. Ni(mp)...nimp enañ pé, bon...kalz ah-aent in colonies ha traow, med nimp n’ h-aemp ket, nimp oa po(tr)-saout ! Ti me dad-koz, tout er saout chome ba...hañ(v)-gouañ(v) choment ba (e)r c’hraou de noz ! Gojenn d’o(be)r teil !

- Hag e vize serret ?

E vije serret, serret er c’houchad radenn ha tout en traow de lakat ba dindanne !

- Ya ya !

Hag ti me dad-koz vije graet giz-se (e)h lake on troc’ha(t) radenn, on tamm plouz wa(r)-lein. En dei wa(r)-lerc’h vije mesket on tamm vit lakat ne(he) prop, ha bop daou dei sortient (e)n teil mez deus er c’hraou ! Hag…

- Vit lakat wa(r)...wa(r) (e)r bern ?

Wa(r) (e)r bern, ya, gant en divac’h vras ahen, pe(jow)...pejow dent deï, vije sklijet wa(r)-lein er b...wa(r)-lein er bern !

- Peter é sklijen ?

Jeche kwa !

- Ha ya, jachen !

Sklijen ne(he) wa(r)-lein er bern.

- Sklijeñ !

Sklijañ, ya !

- Ha pete(r) é en diforn (i)tre jache(ñ) ha sklijeñ ?

Jacheñ so tirer kwa, sklijañ c’est traîner kwa !

- Heñ !

Hag...(b)a ti me dad-koz neuheñ vije kasset e(r), me...mamm goz c’hore (e)r saout sa...eiz eur pé giz-se, ha (de) nav eur vije ret deï bout savet de gass (e)r saout de vaes. Vijent (i)h serret wa(r)-lerc’h kreistei, oe de...de greistei, kreistei-hanter, vijent serret ba (e)r c’hraou, ha de, de noz sa...sa poder eur neuheñ vijent goroet ha hadlosket mez hoas ha hadserret de noz !

- Met gant sertain re vize ket gret er mod-se ? Nann ?

Ha ya met ba ti me dud vijent losket de...de vaes de noz kwa. Met me, me dad-koz oa chomet mod-koz on tamm ha oe... se oa (er) sistem ! Er saout...euh...e vije er muioc’h ma c’hallent ba ‘r c’hraou kwa.

Med neuhenn, vije ket moyen gantañ o’r kemend a deil vit er re-ell, neuhenn ?

Ah, g(é) ! Muioc’h a deil a rae! Med bon, re-ell pe choment ba ‘r park...bon ! Or bern...pell muioc’h labour vije hein ! Kar, ret vije reiñ bouet de(he) ba ‘r c’hraou ! Ba d’er c’houls-se vije...ben vije serret del-kaol ha traou, donc vije ‘n del-kol de serras.

Commentaires