Gant M. deus Laruen a moemp laket ar gaoz war an amzer, ha setu-eñ kroget de gonto on istor fentus ba mesk joñjow deus labouriow ar gouañ gwejall. Trañskrivet en traow ganin-mé, michañs blijo dac'h-hwi !
-
Erc’h zo, erc’h zo de(us)-’r gouañ...amañ pé... ?
Med
pas or bern, vejow…
-
Pas or bern ?
Er
bla bennaket med
-
Or vech er bla med...
Euh...daou
pe tri bla so n’eus ket bet !
-
Nann ? Med (ba) miz meurz n’eus ket bet ? Pujur...or
mintinvez deus miz meurz moe kle’ed on tamm kehelou deus E.M. zo
(i) chom ba…
Ha
ya ya !
...d’en
tu-ell, ha noe laret din « Oh ba erc’h zo, er beure-mañ ! ».
Ho
ya med, n’eus ket...
-
Hag e oe penn kentañ miz meurz !
Med
oe ket te !
-
Nann, nann…
Oe
ket kalz kwa !
-
De noz oe ket mann kin !
Mé
meus gwel’t erc’h pe oan yaouank ha chome pemzektei, teir zun war
(e)n douar !
-
Oh ya, gwir é ?
Ya !
Oh
med dies é dimp...nom rento kont memestra !
Ben
ya !
-
Pujur n’eus ket kin !
Nann,
en hañi neus ket gwel’t !
-
Ben nann…
Ba,
d’er c’houlz-se...
-
Or pemzegtei memestra !
D’er
c’houlz-se vize ret derc’hen on toullad loened ba ’r c’hraow
neuhe, hag o’er war o zro, ha kass nê d’en dour, d’er
vantenn ! Hag o’er war o zro, hag, er bouet vije skornet !
-
Ba ya neuzen, tout tout vije skornet !
Ya !
Tabaga,
euh,
rutabaga, beterabes. Hag, beterabes vije laket ba koste
or c’hleuñ kwa.
-
Ya ya ya !
Ha
vije laket...ha bon...ba ’n toul vije skornet, med neuhe h-erc’h
pelloc’h vijent ket skornet ! Ha derc’hen, vit...derc’h
rec’h kleuzo benn er fin vije...benn er fin kouee or bern war me
c’hein ! Ha pe oa aet en erc’h kuit oa koeet tout, er
re-skornet hag er re-diskornet mesk-ha-mesk hag er re...re oa bet
skornet e tae en dour mez deuse ha lake ‘r re-all de vreino !
-
Oh n’é ket possubl !
Ah
ya !
-Neuzen
e oe bet kollet er vech-mañ, er vech-se…
Ho
ba ya, vije kollet on...on hanter deus er bouét kwa !
-
Oh la ! Med beterabes oe...oe laket de vounto vit el loñed ?
N’é ket ?
Ya,ya !
Ha rutaba vije lar’t lec’h rutaba, rutabaga kwa, tabaga !
Ha, hag er re-eñs vije ket laket douar warne, re-eñs vije laket
gouziow ha traow, med er re-eñs skorne mat neuhe ! Ah ya !
Er c’hiezek vije ret troc’h o land dê, ha vije en erc’h wa’
‘r land. Hag n’halec’h ket mont de...mont gant er c’hiezek de
glask nê pégur risklent ! Mont a rec’h de vala nê, ha
h-aec’h tre bord en hent, beta or park tost kwa, ha, raec’h di pe
dèr dro d(eus) er park gante vit...vit lak’t nê de gerza bawnde,
hend-all dapent euh...on taol gwad ! Ha ya ! Ha h-aec’h
de glask or bern land war ho kein ! Frañsoa oe pod’…pod’
e’ hiezeg a h-ae de hijal el land de veure. Ha neuhe pé...goude
kreistei h-aent tout de glah bop e vec’had land. Ba mé zo bet
klask eué...er...’r bec’h land war me hein ! Ah hoas, oan
aet de dreujiñ ba on hent, on hent dour oe aheñ ha henz oe skornet
tout ! Ha me oa aet de dreujiñ nañ, ha torret, hag aet barz !
[Ema
i tiskayo i dreit...]
Ha
pé oan aet de denno me...me zreit, oe chomet me botinen ba... !
-
Oh !
Kar
benn-neu’ oe botineier, e-rok oe ket hoas...med benn neuhe oe, ha
chomet me botinen ba skorn.
-
Hag e oe in koet ? Boetow koed oe ba’n ho troed pe boetow
ler ? Boetow ler !?
Ah,
botinow !
-
Botinow...
Botinow
du vije d’er houls-se !
-
Neuzen...oe gwet gant...vije gwet gant ler pé ?
Kaouchoug,
kaouchoug !
-
Kaouchoug ! Ah ya ya ya, mat !
Ha
pé moe...pé moe tennet me zreid oe chomet me botinenn barz !
Ha oe red din bout teurel me berc’had land ha tenniñ me botinenn
mez. Ha laket me zreid bar(z), med gleb oe pé...pé oe aet dour
barz !
-
Ha oe ket re don, penos hoas pé ?
Oh !
Memestra oe...oe...me botinow...aet oe dour ba me botinenn !
-
Ba ya, memestra ya…
Pé
oen a(rr)i ba ‘r gêr oe red din...ale ! De vont de...penn bern
plouz de laket plouz ba...ba me botinenn !
-
De laket plouz barz, vit zerc’ho nê !
Oh
ya ! Mizer vije n’afer-ze heiñ ! Poan mije ! Ha vit
afer-se, pe vije a(rr)i en noz, h-aemp (war e)n hent de hoari kartow,
de...de wel’t en eil hag en all !
-
Ha, memes-mod ? Hañ-gouañ ? Memes ma vije skorn ?
Ya,
ya ya ! Ha neuhe vije ket gall’t zav re abred ! D’o’er
peter ? Pegwir oe ket...oe ket elektrisite !
-
Nann !
N’hallec’h
ket mont kin vije skler en dei ! Ha vije ket g(r)et
mann ‘bet med...med ray bouet d’el loñed kwa ! Vejow h-ae
en dud (de) diskar or wenn benaked ! D’o’er tan kwa !
-
Med ze n’harze ket en dud de welet...mont de welet er re-ell
neuzen, pe vize erc’h pé ?
Oh
gé gé !
-
Ya, ya memestra ?
Oh
ya ! Neuhe vize muioc’h a amzer, vi’e lar’t « Oh
n’eus ket med war dro el loñed d’ober ! Ola... » Vije
ket sansupl ! Oh gé gé ! Muioc’h a amzer vije vit pé
vije bra ! Pé vi’e a(rr)i miz meurz euh...hend-all vije gret deus en dei kentañ bla, vije kafeiow neuh’ ba-’n eil tu en all,
kaji...vije ket bomnoz med tost ! Med pé vije a(rr)i miz meurz
vi’e lar’t :
« -
Bon ! Ale, poent é...poent é achuiñ ! ». Neuhen
vije ay’...hir a-walc’h en dei kwa ! Ha labour vije d’o’er !
N’é ket med bromeñ-bromeñ pé vi’e de dreiñ douar, de
dreiñ nav pé deg deveiz-arad ba on deivez ! Med d’er
c’houlz-se beñ...vije... gant kezeg ! Ha pad er gouañ vije
ket gellet o’er kalz ma vije vall en amzer ! Wa(r)-lerc’h
vije...ben-n(eu)heñ vije poent deuño en douar, de lakat pato, de
lakat éd...éd-hañ kwa ! Kerc’h-hañ ! Heiz ! Tout
en traow ! Tout el labour !
Commentaires
Enregistrer un commentaire