En Añglejed - skritur mod peurunvan

Aze dindan e kaviet testenn drañskription "En Añglejed" troet e peurunvan gant André Touchet, mersi a laran dezhañ ! A-benn da vont da gavout ar memes hini gant skritur ar blog, n'ho po ket met heuliañ al liamm-mañ.






Ha war-lerc'h euh, penaoz e oa tremenet an traoù-se. Ha eus an hañv e oa e oan wa...war an terasenn aze, war al leurenn aze e-barzh ar jardin, hag e oa arru an noter eus Rostrenen gant tud, hag a oa deuet da welet an ti-se.

- Boñ, a lâran dezhañ, met emañ da werzhañ ivez ?

 - Ya, a lâre-eñ din, med ar jardin zo gant an ti, n’ouzon ket e-pelec'h emañ ?

- Boñ... 'oan aet da diskouel ar jardin dezhañ, a zo e tu a-dreñv an tier, du-se. Hag, nann, an daou Añglezed a vanke dezho e vefe bet ar jardin asamblez gant an ti koa ! Chouk d'an ti ! Soñjal a rae dezho e oa en tu a-dreñv.

- A nann nann ! N'eo ket, n'eo ket stag !, a lâren dezho.

Ha mankoud a ra dezho kaoud ur jardin, ur jardin bras. Met me a oa aet da farsal evit lâret : "me 'm-eus ur jardin bras, me 'm-eus ur garden da werzhañ... en diaz eus an... ", ha mankout a rae dezho mont da welet ar jardin, met soñjal a rae dezho e oa unan eus an daou di da werzhañ. Met nann, prenet oant deja gant... gant Añglezed. Hag euh... an Añglezed, ar familh a oa en un tu eus ar jardin en-doa gwelet ac'hanomp hag a oa deuet da gontañ gant an Añglezed all.

- Oh no non madame, nous nous garden, nous nous pa vendre, nous nous !", “On veut le jardin !"

An noter a c'houlle din :

- Pegement ?

- Euh... lârit ar priz dezho peogwir ec'h oc'h aze !

Hag a oa bet graet an traou e-giz-se. Euh... En ur zont war-lerc'h d'an oto e-lec’h m’ emañ hoc’h hini aze, a lâre din euh...

- Perak 'brenit ket an ti-se ? Euh...

Arruiñ a raio tud da brenañ anezhañ ha ne viot ket en ho ti ken aze e vo dalc'hmat otoioù ha traoù en tu a-raok !, met an dachenn a zo din ! Int n'int ket... 'oa ket 'met droad passage just koa heñ !

- O ya met boñ, jeu ho-po memes tra !

- Ba ya sur eo ! Hon-eus graet un arañjamant ha 'm-oa bet an ti, war-lerc'h am-oa gwerzhet ar meubl a oa e-barzh. Bout 'm-eus bet an ti evit mann gant ma jardin. Houpala ! 'M-oa graet un afer !

- O ba ya !

- Ya.

Commentaires