En Añglejed

Hudu e lakan on añregistremant gret evit en neve-amzer tromenet, gant O. a zo deus Plonevez. Bet trañskrivet an traoù ganin-mé gant jikour Gurvan Lozac'h, mersi a laran dezhañ. Michañs e blijo dac'h-hwi ! Neve 'so zo bet troet houmañ in skritur mod peurunvan, de vout kowet aze é.






Ha wa(r)-lerc'h euh, penoz oe trom(e)net en traow-se. Ha deu(s) (e)n hañ oe oen wa(r)...wa(r) (e)n terassen azen, wa(r) leurenn azen ba (e)r jerdin, ha oe a(rr)i en noter deus...Rostrenn gant tud, ha oe daet de velet en ti-se.

« Bon !» laron daoñ, « med (e)ma de verzo é ? »

« Ya » lare yeñ din, « med e(r) jerdin zo gant en ti oaron ket ba plec'h (e)ma ? »

Bon...oen aet de diskay e(r) jerdin daoñ, zo ba tu dreñ en tier, du-sen. Hag, nann, en daou Añglejed fanke de(he) vehe bet er jerdin sembes gant en ti kwa ! Choug d'en ti ! Jonj (r)ae de(he) oa ba (e)n tu-dreñ.

« Ah nan nan ! N'é ket, n'é ket stag », laren de(he) !

Ha fanka ra de(he) kaoud or jerdin, or jerdin bras. Met mé oe aet de farsal vit laret : « mé meus or jerdin bras, mé meus or garden de verzo ba...ba (e)n diès deus en… », ha fanka de(he) mont de vel(e)t er jerdin, med joñj rae de(he) oe onon deus en daow di oe de werzo. Med nann, preno oent deja gant...gant Añglejed. Hag euh...en Añ(glejet), er familh oe ba on tu deus er jerdin en-noe gwel(e)t hanomp ha oe daet de gonto gant en Añglejed-ell.

« Oh no non madame, nous nous garden, nous nous pas pas vendre, nous nous ! », « On veut le jardin ! »

En noter c'houle din

« Pegemet ? »

« Euh...laréd er priz de(he) pigwir (é)h oc'h aze ! »

Ha oe bet gret en traow e-gis-sen. Euh...Non dont wa(r)-lerc'h d'en oto, le(c’h) m’ (e)ma ho hañi azen, lare din euh...

« Pérek brennét ket en ti-se ? » Euh...

«a(rr)i a ray tud de breno nañ ha vi(et) ket ba ho ti kin ase vo dec'hmat otoiow ha traow ba (e)n tu raok ! », med en dachenn so din ! Hiè n'int ket...oe ket med droad passage just koa heñ !

« Oh ya met boñ, jeu po memes-tra ! »

Ba ya, sur é ! Mamp...momp gret on arrañj(e)mant ha moe bet en ti, wa(r)-lerc'h moe gwerhet er meurb oe barzh. Bou(t) meus bet (e)n ti vid mann gant me jerdin. Houpela ! Moe gret on afer !

- Oh ba ya !

Ya !

Commentaires